Madame de Staël

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Madame de Staël. Poltred gant Gérard,
Kastell Versailhez.

Anne-Louise Germaine Necker, baronez Staël-Holstein, anavezet evel Madame de Staël ( 1766-1817), a oa ur romantourez c'hallek suis. Ganet e oa en un tiegezh protestanted suis pinvidik-mor, hag he zad, Jacques Necker, a oa banker e Genève, a deuio da vezañ ministr ar yalc'h gant Loeiz XVI, Roue Bro-C'hall. He mamm, Suzanne Curchod, a oa genidik eus kanton Vaud, ha derc'hel a rae ur saloñs ma tegemere speredoù meur an amzer, Buffon, Marmontel, Friedrich Melchior Grimm, Edward Gibbon, an abad Raynal ha Jean-François de La Harpe.