Luskellerez
Ul luskellerez a zo ur ganaouenn pe un ton a dalvez da lakaat ar vugale vihan da gousket. Peurvuiañ e vez eeun a-walc’h an ton hag adlavaret e vez ar c’homzoù meur a wech. Luskellerezioù a gaver en holl vroioù hag en holl yezhoù ar bed.
Taolenn |
[kemmañ] Luskellerezioù brezhonek
Unan eus ar re anavezetañ eo « Toutouig ». [1]
[kemmañ] Luskellerezioù e yezhoù all
E galleg eo anavezet mat « Dodo, l'enfant do / l'enfant dormira peut-être » ha « Fais dodo, Colas mon p'tit frère ». E saozneg eo brudet « Hush, Little Baby » pe « Twinkle Twinkle Little Star ».
[kemmañ] Sonerezh klasel
Meur a don zo bet savet gant sonaozourien glasel, war dri zon alies, da vont d’ober luskellerezioù. En o zouez e c’haller menegiñ ar Wiegenlied op. 49 gant Johannes Brahms hag ar berceuse op. 57 gant Frédéric Chopin. Sonaozourien all evel Franz Liszt, Maurice Ravel, Igor Stravinsky pe George Gershwin o deus savet luskellerezioù ivez.
[kemmañ] Notennoù
- ↑ « Toutouig » a gaver en dastumad "Kanomp Uhel"( kein al levr), embannet gant Coop Breizh
[kemmañ] Liammoù diavaez
- « Kids songs from Brittany » - Luskellerezioù brezhonek, gant un droidigezh e saozneg
- Mama Lisa’s World – Childrens’ songs and nursery rhymes
- Toutig, toutig, ma bihanig – Dailymotion
- Kouskit buan, mab bihan – Lec’hienn Divskouarn