Luskad Rannvro Savoia
Neuz
Al Luskad Rannvro Savoia (Galleg Mouvement Région Savoie) a zo ur strollad politikel a stourm evit krouidigezh ur rannvro velestradurel distag e Savoia. Krouet e voe e 1972 gant an diveliour Max Molliet, dre unaniezh Kelc'h an Annonciade hag Klub Savoiz Savoia.
Adalek ma oa bet dilennet Benoît Bro d'ar burev politikel e miz Mae 1999 eo kevreet gant ar C'hevread Savoiat. Alen Favro a zo e penn bremañ ha difenn a ra an arpitaneg a zo ur darn bouezus eus ar sevenadur savoiat hervezañ.
E 2007 he-deus kinniget 7 danvez-kannad d'an dilennadegoù lezenel met gounezet he-eus nebeutoc'h eget 0,1% ar mouezhioù.
Unan eus izili diazezer eus Rannvroioù ha pobloù a-gengred hag eus Emglev Libr Europa eo.