Louis Bizeul

Eus Wikipedia

Louis Jacques Marie Bizeul (14 Gwengolo 1785-27 Meurzh 1861) a oa un istorour hag un arkeologour breizhat, genidik eus Blaen.

Noter e oa e Blaen ha sot e oa gant istor ar vro. Tremen a rae e amzer vak o studiañ an hendraoù roman, ha dreist-holl hentoù roman Breizh. Diskouez a reas e oa ur greizenn a bouez eus Blaen en henamzer. Meur a skrid a embannas da rentañ kont eus e gavadennoù ha bremañ c'hoazh e taoler evezh ouzh e studiadennoù. Maer Blaen e voe ha kuzulier kanton Blaen ivez. Ezel e oa eus ar « Société Académique » hag eus meur a gevredigezh ouiziek all, ha prezidant « Société archéologique » Naoned.

Studiadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Des voies romaines sortant de Blain (Loire-Inférieure), 185 p., Naoned, moullerezh an intañvez C. Mellinet, 1845
  • Des Voies romaines sortant de Rennes (Ille-et-Vilaine), 20 p., Naoned, moullerezh an intañvez C. Mellinet, 1848
  • Voie romaine de Blain vers Angers, notenn labour, Naoned, moullerezh an intañvez C. Mellinet, 1844
  • De Quelques Voies romaines du Poitou se dirigeant sur la Bretagne et l'Anjou, In-8°, 76 p., Naoned, moullerezh an intañvez C. Mellinet, 1844
  • Mémoire sur les voies romaines de la Bretagne, et en particulier de celles du Morbihan, In-8°, 86 p., tennet eus "Bulletin monumental", Caen, A. Hardel, 1843
  • Des Nannètes aux époques celtique et romaine, 2 levrenn in-8°, Naoned, Guéraud, 1854-1860
  • Dictionnaire patois du canton de Blain, embannet gant Patrice Brasseur, Skol-veur Naoned, 1989
  • ha meur a studiadenn lec’hel (« Oudon, ses seigneurs et son château », « De Rezay et du pays de Rais »…) embannet e kelaouennoù a bep seurt evel "Revue des provinces de l'Ouest", "Bulletin de la Société archéologique de Nantes"', "Bulletin archéologique de l'Association bretonne", "Bulletin de la Société archéologique de Nantes"

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]