Lorgnez

Eus Wikipedia
Lovreg o son e gloc'h evit lakaat an dud da bellaat. (Dornskrid latin eus ar XIVvet kantved)

Al lorgnez, pe lovrentez, pe lovrezh, pe lovrerezh, pe lovroni, (pe kleñved Hansen) zo ur c'hleñved deuet digant Mycobacterium leprae, ur vakterienn kar da hini an drougskevent, anadet gant ar skiantour norvegat Gerhard Armauer Hansen e 1873, hag a dag an nervennoù izili, ar c'hroc'hen, ken e vez mac'hagnet ar glañvourien. Endemek eo e broioù trovanel zo.


Kunujenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lorgnez a vez taolet ivez evel kunujenn.