Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch
Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch (distaget [ˌɬanvairˌpuɬɡwɪ̈nˌɡɪ̈ɬɡoˌɡɛrəˌχwərənˌdrobuɬˌɬantɪ̈ˌsiljoˌɡoɡoˈɡoːχ]) zo ur gêr e Kembre, e kreisteiz Enez Mon.
[kemmañ] An anv
58 lizherenn zo en anv, ha gant se eo unan eus an hirañ anvioù-lec'h zo er bed. Boas eo annezidi ar gêr-se d'ober gant stummoù krennoc'h avat : Llanfairpwllgwyngyll pe Llanfair Pwllgwyngyll pe Llanfairpwll zoken, dre gomz.
[kemmañ] Ti-hen-houarn
Un ti-hent-houarn zo, war linenn ar Rheilffordd Arfordir Gogledd Cymru, nemet tremen avat ne ra an trenioù da Gaergybi pe da Vangor hep chom a sav. Gweladennet e vez an ti-hent-houarn avat, ha prenet tikedoù eus Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch gante.
Gevellet eo Llanfair gant Y, ur gêr e departamant ar Somme, e Frañs.