Mont d’an endalc’had

Les Trois Mousquetaires (film, 1921)

Eus Wikipedia
Ur pennad Les Trois Mousquetaires zo ivez.

Les Trois Mousquetaires (An Tri Mouskeder e brezhoneg) zo ur film mut gall, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Henri Diamant-Berger e 1920-1921.

Un doare all eus ar film, gant komzoù ar wech-mañ, a oa bet savet gant Henri Diamant-Berger e 1932.

War a greded e oa bet distrujet ar film orin gant an ac'huber alaman e-kerzh an Eil Brezel-bed. Adkavet an doare saoznek anezhañ gant Jérôme Diamant-Berger ha Guillaume Diamant-Berger (mab-bihan ha gourvab Henri Diamant-Berger) e oa bet renevezet gante o niverelaat ar skeudennoù. Savet e oa bet ur vandenn son nevez gant ar sonaozour gall Gréco Casadesus hag ouzhpennet an aktour gall Patrick Préjean da zaneveller.

Fichenn deknikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henri Andréani a oa bet dibabet da skoazeller seveniñ er film-mañ.

Daouzek pennad a ya d'ober ar film :

  1. L'auberge de Meung (Tavarn Meung-sur-Loire),
  2. Les mousquetaires de M. de Tréville,
  3. La lingère du Louvre,
  4. Pour l'honneur de la Reine,
  5. Les ferrets de diamant (1),
  6. Les ferrets de diamant (2), (en doare renevezet hepken),
  7. Le Bal des Echevins (Bal ar Chuined),
  8. Le Pavillon d'Estrées,
  9. L'auberge du Colombier Rouge (Tavarn ar C'houldri Ruz),
  10. Le bastion de Saint-Gervais,
  11. La Tour de Portsmouth (Tour Portsmouth),
  12. Le couvent de Béthune (Kouent Béthune),
  13. La Cabane de la Lys (Loch al Leie)
  14. La Vengeance des mousquetaires (Dial ar vouskederien), (en doare renevezet hepken).

Roll ar gomedianed pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]