Leopold Iañ (Belgia)
Eus Wikipedia
Ganet e oa Leopold Georg Christian Friedrich e Coburg, e Bavaria, met anavezet eo evel Léopold Georges Chrétien Frédéric de Saxe-Cobourg et Gotha e galleg, ha Leopold George Christiaan Frederik e nederlandeg, a oa dug Saksonia, priñs Saks-Coburg-Gotha, ha kentañ roue ar Velgiz evel Leopold Iañ, a zo bet ganet d'an 16 a viz Kerzu 1790 e Coburg , ha marvet d'an 10 a viz Kerzu 1865 e Laeken e Belgia.
Mab yaouankañ an dug Frañs Iañ Saks-Cobourg-Saalfeld (pe Franz Friedrich von Sachsen-Coburg-Saalfeld, 1750-1806) hag e eil pried ar gontez Augusta Reuss d’Ebersdorf (pe Auguste von Reuß-Ebersdorf, 1757-1831).
Roue ar Velgiz e oa adalek ar 4 a viz Even 1831, pa douas war Vonreizh an 21 a viz Gouere 1831, betek an 10 a viz Kerzu 1865.
Leopold Iañ, Roue Belgiz, gant Franz Xaver Winterhalter