Lenn an Toro

Eus Wikipedia
Lenn an Toro hag an Torres del Paine
Lenn an Toro, e Patagonia Chile.

Lenn an Toro zo ul lenn vras e Chile, 202 km2 he gorread, e Proviñs Última Esperanza, e Rannvro Magallanes. Maget eo gant meur a stêr, evel ar río de las Chinas, a zo 105 km hed, hag ar Río Tres Pasos, hag ar río Paine.

Anezhi e teu ar Río Serrano, a zo ur stêr berr a-walc'h, 38 km hed dezhi, hag a ya da aberiñ er Ceno Última Esperanza, a zibouk er pleg-mor Almirante Montt.