Ledenez Delmarva

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ledenez Delmarva, e SUA

Ledenez Delmarva zo ul ledenez vras e reter SUA. Enni emañ stadoù Delaware ha rannoù anezhi zo e stad Maryland pe Virginia.

An anv[kemmañ]

Dont a ra an anv Delmarva eus silabennoù kentañ anvioù stadoù Delaware ha Maryland, ha lizherenn gentañ ha hini diwezhañ Virginia.

Douaroniezh[kemmañ]

Er c'hornôg dezhi emañ Chesapeake Bay hag er reter emañ ar Stêr Delaware, hag an aber, Delaware Bay, hag ar Meurvor Atlantel.