Le Viol du vampire

Eus Wikipedia
Le Viol du vampire
Sinema
TitlLe Viol du vampire Kemmañ
TachennSinema spont, vampire film Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwellgalleg Kemmañ
Deiziad embann1968 Kemmañ
SevenerJean Rollin Kemmañ
SenarioourJean Rollin Kemmañ
KomedianetaJean Rollin, Jean-Loup Philippe, Olivier Martin, Philippe Druillet, Solange Pradel Kemmañ
ProduerJean Rollin Kemmañ
Livgwenn-ha-du Kemmañ
AssessmentTest Bechdel Kemmañ


Le Viol du vampire zo ur film moliac'h gall e gwenn ha du embannet e 1968 ha sevenet gant Jean Rollin. Ar c'hentañ film hir eo gantañ. Rannet eo ar film e div lodenn. Er penn kentañ, ar film a oa sañset bezañ unan berr. En gwirionez e voe ouzhpennet un eil lodenn evit ma teufe da vezañ ur film hir.

Burutelladennoù ar film a oa bet drouk hag enep. Ar sell barzhoniel hag an awen war ar stiradoù skinwel stadunanat a oa bet un harz d'an arvesterien ha d'ar vurutelladennerien sinema pa oa bet embannet. Ur gwallskouer e oa deuet da vezañ, met chom a ra un oberenn diazez e-touez labour Jean Rollin.

Temoù lies ar film a vo adkemeret gant Rollin da c'houde evel: ar sunerien-gwad, un desach war-zu ar beredoù kozh, al lesbianiezh hag an erotegezh. Lod eus tammoù ar film, ha tudennoù, a vo kopiet tost tres-ouzh-tres e lod eus e filmoù all.

Aktourien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]