Le Signe
Neuz
Le Signe zo un danevell c'hallek gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant ; kentañ ma voe embannet a voe er pemdezieg Gil Blas d'ar 27 a viz Ebrel 1886[1].
An danevell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoarvezout a ra e Pariz. Adarre e kaver ar varkizez yaouank de Rennedon hag he mignonez ken yaouank all, ar varonez de Grangerie, kavet kent en danevelloù all e 1885 : La Confidence ha Sauvée.
Kontañ a ra ar varonez doareoù ur c'hastig yaouank hag a bed gwazed d'he zi gant ur mousc'hoarzh hag un hej-penn... Ha hi da glask ober kemend-all. Ha brasoc'h berzh eget ar c'hast a ra ar varonez. Dont a ra ur gwaz d'he ranndi. Dizesperet e klask ober dezhañ mont kuit a-raok na vo distro he gwaz. Nac'h a ra an den ha soñjal a ra dezhi n'eus diskoulm all ebet nemet seveniñ e c'hoantoù...
Embannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1886 : Le Signe, e Gil Blas.
- 1887 : Le Signe, en dastumad Le Horla embannet gant Paul Ollendorff.
- 1979 : Le Signe, e Maupassant, Contes et Nouvelles, levrenn II, skrid notennet gant Louis Forestier, Bibliothèque de la Pléiade, Éditions Gallimard (ISBN 978-2-07010-943-2).
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]