Las Trece Rosas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Monumant d'an Trece Rosas, e bered La Almudena e Madrid.

Las Trece Rosas eo an anv a gemeras ur strollad 13 plac'h yaouank, darn anezho izili eus ar JSU (Juventudes Socialistas Unificadas), seizh anezho minorezed (pa ne oant ket 21 bloaz), hag a voe fuzuilhet gant an arme spagnol e deroù an diktatouriezh en Madrid, d'ar 5 a viz Eost 1939, un tamm goude dibenn Brezel-diabarzh Bro-Spagn.

Istor[kemmañ]

Pa oa Madrid etre krabanoù arme Franco e fin ar brezel e klaskas ar Juventudes Socialistas Unificadas en em aozañ dindan guzh, renet gant José Pena Brea, 21 bloaz. Tec'het e oa renerien ar PCE hag ar JSU eus ar vro, chomet e oa an aozadur etre daouarn emsaverien yaouank ha n'o devoa ket kalz a skiant prenet hag a soñje gante e oant dianav d'o enebourien. José Pena avat, pennskekretour proviñsel ar JSU, a voe diskuliet ha dastumet, ha boureviet ken na roas anvioù tud war baper sinet gantañ. Roberto Conesa, poliser silet en aozadur a genlabouras da herzel an dud; diwezhatoc'h e voe komiser ar Brigada Político-Social en amzer Franco, ha penn-bras ar polis e oa c'hoazh e bloavezhioù kentañ an demokratelezh.

Sede penaos e kouezhas an aozadur kuzh penn da benn, war bouez nebeud, hep gallout en em adaozañ. An darn vrasañ eus ar brizonidi n'o doa ket bet amzer da labourat e aozadur paoant o paouez erruout ennañ.

Film[kemmañ]

Ur film zo bet savet diwarne.


Las Trece Rosas[kemmañ]

Carmen Barrero Aguero, 20 vloaz, togerez. Labourat a rae abaoe he 12 vloaz, goude marv he zad, da vevañ 8 bugel an tiegezh, 4 anezho yaouankoc'h egeti. Emsaverez er PCE, e penn aferioù ar merc'hed er strollad en Madrid. Dastumet e voe d'ar 16 a viz Mae 1939.

Martina Barroso García, 24 bloaz, togerez. Pa echuas ar brezel e krogas da gemer perzh e JSU Chamartín.

Blanca Brisac Vázquez , 29 bloaz, pianoourez. Ar goshañ ag an trizek, ur bugel dezhi. Ne oa ket stourmerez, katoligez eus an tu dehoù e oa. Dastumet e voe dre ma taremprede ur soner ezel eus ar PCE. Ul lizher a skrivas d'he mab da veure ar 5 a viz Eost 1939, a voe roet dezhañ 16 vloaz goude gant an tiegezh, a oa eus an tu dehoù. Miret eo bet al lizher.

Pilar Bueno Ibáñez, 27 bloaz, togerez. E deroù ar brezel ec'h emezelas er PCE ha labourat a reas evit mann en tier-kevell ma veze degemeret emzivaded ha bugale ar soudarded ac'h ae d'an talbenn-brezel. Julia Conesa Conesa, 19 bloaz, togerez. Ganet en Oviedo. Bevañ a rae e Madrid gant he mamm hag he div c'hoar. Adelina García Casillas, 19 vloaz. Merc'h e oa d'ur guardia civil intañvet , hag emezelet e oa-hi er JSU.

Elena Gil Olaya, 20 vloaz. Er JSU e oa abaoe 1937.

Ana López Gallego, 21 bloaz, togerez.

Joaquina López Laffite , 23 bloaz. Victoria Muñoz García, 18 vloaz . Luisa Rodriguez de la Fuente, 18 vloaz, kemenerez.

Eñvor hag istor[kemmañ]

Lennegezh[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]