Lagos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar marc’had e Lagos

Lagos eo kêr vrasañ Nigeria hag unan eus kêrioù brasañ Afrika, annezet m’eo gant 7 937 932 a dud (e 2006, e kêr hepken) (an eil kêr vrasañ war-lerc’h Kaero, en Ejipt). Kêr-benn Nigeria e oa betek 1991, pa oa bet lakaet Abuja da gêr-benn. Bez’ eo c’hoazh kêr-benn armerzhel ar vro avat.

War bord ar mor emañ hag en em astenn a ra war meur a enezenn. Ur gêriadenn vihan e oa da gentañ, anvet Eko, met kreskiñ a reas buan dre ma oa unan eus ar porzhioù mat war aod pleg-mor Ginea. Adalek ar XVvet kantved e voe darempredet gant martoloded eus Europa, Portugaliz da gentañ penn. Int eo a roas an anv Lagos d’ar gêr en enor d’ur gêr eus kreisteiz Portugal. Kenwerzh ar sklaved hag an ivor a veze graet ganto dreist-holl. Ar Saozon a gemeras kêr e 1807 ha ganto e voe lakaet fin da genwerzh ar sklaved e 1861. Pa voe savet trevadenn Nigeria e 1914, e teuas Lagos da vezañ he c’hêr-benn. Derc'hel a reas da vezañ kêr-benn ar vro pa zeuas Nigeria da vezañ ur stad dizalc’h e 1960.

Liammoù diavaez[kemmañ]