La batea

Eus Wikipedia

La batea (Ar bailh e brezhoneg) zo ur ganaouenn spagnolek savet, ton ha son, gant ar sonaozer kuban Tony Taño.

Un doare all, gant komzoù disheñvel, zo bet brudet gant ar strollad chileat Quilapayún.

Doare Tony Taño[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur c'han da zañsal n'eo ken, digarez d'an dud da hejañ o c'horf.

Mira la batea, como se menea (Sell er bailh, evel ma fiñv)
como se menea el agua en la batea (evel ma fiñv an dour er bailh)

Kanet e vez c'hoazh gant Pupy y los Que Son Son, hag Omara Portuondo.

Doare Quilapayun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adkemeret eo bet an dañs brudet met ur ster all zo bet roet d'ar bailh ha d'an dour : binvioù jahinañ e oant en amzer diktatouriezh Augusto Pinochet... ha n'eo ket da walc'hiñ an dud jahinet.

Lakaet eo bet ar ganaouenn war ar bladenn vinil Adelante ! a oa bet enrollet gant Quilapayún ha deuet er-maez e 1975 e Bro-C'hall. Teirvet kanaouenn tu B ar bladenn an hini eo, just war-lerc'h Sonatina hag a-raok Otoño.

La batea a oa bet savet meur a zoare anezhi a-benn kas d'he selaouerien ur gemennadenn disheñvel war ar pezh a c'hoarveze e Chile ; n'eus nemet tri anezhe hag a oa bet enrollet :


Gerioù doare 1975 ar ganaouenn a zo kaoz enne eus "los cuatro pinganillas[1]" Merino, Mendoza, Augusto ha Gustavo, da lâret eo :

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. N'eo ket gwall aes treiñ e brezhoneg ar ger "pinganilla" a vez graet gantañ e Chile : tud dister marteze ? Ar ger "pinganilla" war al lec'hienn Diccionario Etimológico.