La Lozana andaluza

Eus Wikipedia
Talbenn an embannadur kentañ
(1528)

Retrato de la Lozana andaluza ("Poltred an Andalouzadez Nerzhus") zo ur romant spagnolek embannet e Venezia e 1528.
Savet eo gant divizoù, ha skrivet eo bet gant ar c'hloareg hag embanner spagnol Francisco Delicado (~1475-~1535), a oa tec'het eus Roma bloaz a-raok dre ma oa kresket ar gasoni ouzh ar Spagnoled goude preizhidigezh kêr gant soudarded an impalaer Karl V.

Hep anv oberour e oa bet embannet. Deskrivet eo buhez an dud izelañ e kêr Roma e deroù ar XVIvet kantved, ha dreist-holl e-touez ar yuzevien spagnol aet da chom da Roma goude savet an Ofis Santel en Spagn en 1481.

Gwelet eo an oberenn evel un darn eus giz La Celestina (skrivet un tregont vloaz a-raok gant Fernando de Rojas). Evel an oberenn all ez eus amañ divizoù, doareoù bevañ damheñvel, ha meneg zo ivez eus oberenn Rojas a-hed an oberenn.