Léopold Sédar Senghor
Léopold Sédar Senghor a zo ur barzh, skrivagner ha politikour ganet en ur familh binvidik e 1906 e Senegal.
Graet en doa e studioù e Pariz goude bezañ tapet e vachelouriezh e Dakar ha bet e oa bet ministr e Bro-C'hall. E 1933 en doa bet ur vroadelezh c'hall. En e varzhonegoù en em save evit ma vefe dizalc’h Bro Senegal. Ur bloaz war lerc’h e krou gant daou zen all gweladeg “ar studier du” e-lec’h ma lavar e gentañ prederioù war ar morianerezh. Da c’houde eo deuet da vezañ kelenner. E 1939 ez eas d’ober ar brezel hag e 1940 voe toullbac’het. E 1945 e teuas da vezañ kannad e Bro Senegal. E 1960 e teuas da vezañ kentañ prezidant ar stad-se, chom a raio prezidant Bro Senegal betek 1980. Abalamour d'e skridoù, savet e galleg, e oa bet dilennet da ezel eus an Akademiezh C'hall e 1983. Mervel a reas e 2001 e Bro-C’hall.
Prezidanted Senegal |
|||
---|---|---|---|
|