Kuzul Unaniezh Europa

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kuzul Unaniezh Europa (pe Kuzul ar vinistred) a zo un aozadur hag a vod ministred gouarnamant pep stad ezel eus Unaniezh Europa. Kas a ra pep stad un dileuriad hervez an danvez a vo komzet diwar e benn e pep emvod. An tamm mat eus ar galloud reolenniñ hag eus ar galloud lezenniñ e-barzh UE en deus Kuzul Unaniezh Europa. Arabat eo kemmeskañ Kuzul Unaniezh Europa gant :

  • ar C'huzul europat, a vod ar pennoù-stad hag ar pennoù-gouarnamant eus stadoù UE ;
  • Kuzul Europa, a zo disheñvel-krenn diouzh Unaniezh Europa, hag a laka e pleustr Kenemglev Europat gwirioù mab-den.