Kristina Ingesdotter

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kristina Ingesdotter (XIvet kantved – 18 a viz Genver 1122) a oa ur briñsez svedat.

Merc'h e oa d'ar roue Inge an Henañ ha d'ar rouanez Helena, Rouanez Sveden. He mamm a oa c'hoar da Blot-Sven, Roue Sveden.

Dimezet e voe en 1095 da Mstislav I Kiev , priñs Veliky Novgorod, Rostov ha Belgorod.

Mervel a eure Kristina d'an 18 a viz Genver 1122. Tri bloaz goude e teuas he fried Mstislav da vout Priñs Meur Kiev.

Bugale[kemmañ]

Dek bugel o doe Kristina ha Mstislav

  1. Ingeborg Kiev, dimezet da Canute Lavard eus Jutland, mamm da Valdemar Iañ Danmark
  2. Malmfred, dimezet da Sigurd Iañ Norge; (2) Eric II Danmark
  3. Eupraxia, dimezet da Alexius Comnenus, mab da Johan II Comnenus
  4. Vsevolod Novgorod ha Pskov
  5. Maria,dimezet da Vsevolod II Kiev
  6. Iziaslav II Kiev
  7. Rostislav Kiev
  8. Sviatopolk Pskov
  9. Rogneda, dimezet da Yaroslav Volinya
  10. Xenia, dimezet da Briachislav Izyaslawl