Krinolinenn
Eus Wikipedia
Ar grinolinenn[1] zo ur vrozh-dindan a oa diouzh ar c'hiz en XIXvet kantved.
Da gentañ e oa un danvez graet gant reun kezeg (reun a zo crin e galleg) ha neud lin , pe kotoñs a-wechoù. En doare-se e veze un danvez tev ha kalet a-walc'h a c'halle dougen ur sae bonner war-benn ha reiñ ledander dezhi.
Diwezhatoc'h e voe roet an anv d'an aozoù metal kaletoc'h a gemeras lec'h ar brezhier-dindan reut-se, ha ne veze ket aes azezañ gante. Goap a veze graet aes gant ar wazed ouzh ar seurt paramanterezh ha ne veze ket aes tostaat ouzh ar merc'hed a-wechoù.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ geriadur Vallée, p. 171