Kreoleg Jamaika

Eus Wikipedia

Kreoleg Jamaika (Jumiekan Patwa pe Jumiekan Kreyuol er yezh end-eeun, pe c'hoazh Patois pe Patwa) zo un doare kreoleg kaozeet e Jamaika. Diazezet eo war ar saozneg ha levezonet gant yezhoù bantouek eus Kornaoueg Afrika (gant kalz gerioù o tont eus an akaneg). Komzet e vez e Jamaika ha gant an dud genidik eus ar vro-se aet da vevañ e broioù all. Yezh kentañ an darn vrasañ eus tud Jamaika eo. Savet e voe er XVIIvet kantved, gant sklaved deuet eus Kornaoueg Afrika da Jamaika da labourat evit mistri a oa saoznegerien.