Koungeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur yezh koi-san eo ar c'houngeg (anvet ivez: !kung, !’o!Kung, qxü, !xû(n), !ku, !hu, !khung, !xung, !o!ung, sekele). Renket e vez etre skourr ar yezhoù djouek (ju).

Komzet e vez gant tro-dro da 15 000 den eus ar bobl saan (pe bouchman) e hanternoz Namibia ha su Angola.

Ur yezh en arvar da vont da get eo ar c'houngeg abalamour m'emañ tachenn ar yezhoù bantouek ha koiek oc'h astenn.

Brudet-tre eo ar c'houngeg evit ar sonennoù anvet klikoù. Pemp tonenn disheñvel a zo er c'houngeg ivez.

Gwelet ivez:[kemmañ]

Liammoù diavaez:[kemmañ]