Kouch (arm-tan)

Eus Wikipedia
Koch-bizañ (etre daou boent gwenn ar vizerez) ha biz (dezhi ur poent gwenn) ur bistolenn FN Five-seven. Pa sell an tenner ouzh an arm e rank bezañ linennet an tri foent a-blaen ha lakaet ar memes keit etreze war o c'hostez evit linennañ mat ar c'houch war ar sibl.

Kouch un arm-tan eo hollad ar viz hag ar vizerez, div elfenn montet warnañ a sikour an tenner da dizhout ar gwenn o linennañ pevar zra :

  • lagad mestr an tenner(ez)
  • biz ha bizerez an arm, a ya d'ober ar c'houch
  • ar sibl.
    Stummoù kouchoù disheñvel gwelet eus lagad an tenner(ez). Ar rontoù griz a zo arouezioù ar sibloù.

Pezhioù ar c'houch[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bizerez ur mouskedig suis K31. Warni e weler ur pezh fiñv (en traoñ) a c'hell bezañ diblaset war ar sifroù (1 = 100 metr). Pep fiñvadenn a lakao ar vizerez da sevel evit azasaat ar bizañ ouzh pellder ar sibl.

Bizerez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar vizerez a gaver peurliesañ war deroù ar c'hanol, just goude an toull-distrinkañ. Warni e kaver un toull anvet koch-bizañ a rank bezañ linennet gant ar viz a zo e beg ar c'hanol. War an armoù-skoaz e c'hall bezañ reoliet uhelder ar vizerez evit azasaat an tenn ouzh pellder ar sibl. Gellet a raer reoliañ an driv war bizerezioù 'zo.

Biz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar viz a zo war veg kanol an arm. Rankout a ra bezañ linennet war e c'hostezioù hag en uhelder er c'hoch-bizañ. Al linenn a-blaen savet gant ar viz hag ar vizerez a rank bezañ lakaet just dindan kreiz ar gwenn war an armoù reoliet mat. Dre ma n'hall ket lagad Mab-den gwelet spis tri zra dezhe pellderioù disheñvel eo ar viz an elfenn a rank bezañ spis pa vizer gant un arm. Gellet a raer ivez reoliañ an driv war bizoù 'zo.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan