Komark
Eus Wikipedia
Ur c'homark (pe comarca en kastilhaneg, katalaneg ha portugaleg, comarque e galleg e Katalonia an Norzh) zo ur c'hornad-bro e Spagn ha Portugal, un tamm evel ur vro vihan e Breizh (Bro-Vigoudenn, Bro-Bourled, Pou-Aled).
Dre e vent eo brasoc'h ar c'homark eget ur c'hanton ha bihanoc'h evit un arondisamant. Diazezet eo ar c'homark war an douaroniezh pe an istor pe an armerzh pe ar sevenadur, ur pennlec'h zo dezhañ, kêr ar stalioù pe ar marc'hadoù.