Keginañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Recycle002.svg
Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.


Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ur gegin

Ar c'heginañ eo an doare da aozañ boued evit magañ an dud. Darn a ra un arz anezhañ.

Meur a bred a ra an den bemdez. Aozet e vez ar predoù-se gant ur c'heginer. Hennezh a rank dibab ha prenañ an danvezioù da aozañ ar pred da gentañ. Goude-se e labouro ganto en ur gegin gant binvioù-keginañ. Kriz e chomo ar boued na vo ket poazhet. Poazhet e vo ar meuzioù e listri-keginañ anvet kastelodennoù pe pladoù.


Aozañ ar predoù[kemmañ]

Dibab, produiñ ha prenañ boued[kemmañ]

An doare da geginañ, a gemm hervez pep keginour, a zo diouzh ar pezh a fell d'an dud debriñ, pezh o devez da zebriñ, hag ivez diouzh o boazioù sevenadurel, pe relijiel, diouzh o yec'hed ivez zoken.

Ewid ur boued boud implijabl, emà red dehañ boud aes da gavoud ha marc'had-mad a-walc'h.

Pewgwir e tebr un den ewid é blijadur ha n'ew ked ewid bewiñ ha kreskiñ hebkén, emà red d'ar boued boud saourus a-walc'h, pezh a chañch herwez ar vro hag ar gevredigezh. Debriñ, ouzhpenn-se, a so un akt soçial, setu ne vo ket debret gant tud-so sortoù-boued-so, abalamour d'ou imajoù fall (eol kolza dibaoe ar c'h-Kentañ Bresel-Bed...), padal e vo klasket gant tud all traoù rar ha ker (ar foie-gras pe ar c'haviar) pe c'hoazh traoù aoset gant kals à ijin ha diskouezet braw-kenañ war ar plad ha war an daol.

Keginañ ha debriñ a hall boud un akt relijïel, ha politik sikén. Lakaet zo bed tabouioù war bouedoù so, war doareoù-prepariñ, gant kulturioù ha gant relijionoù.

An traoù-se a zepant iwe deus reolennoù-bewiñ an den o tebriñ. Lod a glasko boued gant labelioù à beb sort : kalite, orijin, mod da broduiñ (bio, pe war an hent-se). Lod a refuso traoù tennet deus loened (ar vejetarianed hag ar veganed), ewid resonoù etik kement ha ewid pass gober droug d'ar loened, pe ewid preserviñ ar viosferenn (ewid pezh sell deus an enerji, kreskiñ 1 c'hilo à broteïn-loen a goust kals kerhoc'h eged kreskiñ kement-all à broteïn-plant).

Penaos e vez dibabet ar boued a zepant deus ur bern variabloù. E-pad pell, emà bed an disponibilite ar penn-fakteur, – disponibilite e-barzh ar vro kement hà disponibilite e-pad ar mare-bloaz. Ar boasioù hag an teknikoù a so dàed deus ar fakteurioù-se, hà deus pezh-sort dañvez-tan oa (koad, glaou).

Hiziw c'hoazh, ewid an darn vrassañ deus an dud war an douar, e ta ar boued deus jardinoù pe deus ar labour-douar-bewañs, – da lâred ew : deus produksionoù lokal. Variete ar boued a zepant neuse deus biodiversite beb kornad-bro. Ba broioù industrialiset e vez degasset ar boued deus komersioù-tost ha supermarc'hajoù. Kaved e vez produioù fraost, hanter-aoset, pe prest da zebriñ (ne chom ket mui 'med da boazhañ an traoù).

Bremañ pa vez koñvers e-leizh etre ar broioù, e vez kaved frwezh ha legumaj hed-ha-hed ar bloaz, pezh ne oa ked gwezhall-gozh. An dra-se en-deus chañched boasioù-debriñ hà ritoù so. (Da skwer n'eus ked à dalvoudigezh mui ofriñ un aval-orañj ewid Nedeleg - pa vez gwraed aval-nedeleg deus ar frwezh-se ba lec'hioù so.)

Bouedoù so ne vesont ked debret kén, goude fenomenoù-mod, pe dre emaint bed dilesed gant an industri agro-alimentar.