Katharina von Habsburg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Katharina von Habsburg ( 1256–1282) a oa Dugez Niederbayern.

Ganet e oa e Rheinfelden. Merc'h e oa da Rudolf Iañ Alamagn ha da Gertrude von Hohemburg, e bried kentañ. Nav bugel o doe he zud, ha hi e oa ar pempvet .

Dimeziñ ha bugale[kemmañ]

Dimeziñ a reas e 1279, e Vienna, da Otto, dug Bavaria. Un afer vat e oa d'an dug kaout ur wreg pinvidik a zegase 40,000 lur dezhañ en argouroù, hag un tad-kaer galloudek.

A-benn tri bloaz e voe dougerez Katharina. Mervel a reas er gwentloù, hag he daou vab gevell a varvas er mizioù goude.

  • Herri Wittelsbach (1280).
  • Rudolph Wittelsbach (1280).

Beziet e voe Katharina von Habsburg e manati Seligenthal, e Bavaria.

Goude he marv[kemmañ]

Otto ac'h addimezas da Agnes von Glogau. Daou vugel o doe. Unan anezhe e oa Henry XV, Dug Bavaria. Otto a zeuas ivez da vezañ roue Hungaria.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Brigitte Hamann: Die Habsburger, ein biographisches Lexikon. Verlag Carl Ueberreuter, Wien 1988, ISBN 3-8000-3247-3, S. 232.