Karel Škréta
Eus Wikipedia
Karel Škréta, emboltred (1647), Praha, Národni Galerie
Karel Škréta pe Carolus Creten (anv klok Karel Škréta Šotonovský ze Závořic, 1610 e Praha - 30 a viz Gouere 1674 e Praha) a oa ul livour barok tchek.
E vuhez[kemmañ]
Soñjal a reer e teskas ar vicher gant unan eus mistri lez ar roue. E Saks hag en Italia e studias. Hervez Houbraken e livas poltredoù hag edo o chom e Roma asambles gant Willem Bouwer.[1][2] Dont a reas da vezañ ezel eus Bentvueghels gant al lezanv Slagzwaart[2] pe Slach-sweerd.[3] Hervez lec'hienn RKD e kelennas d'al livour prahat Johann Georg Heinsch (1640-1713).[4]
Diwar 1638 edo o chom e Praha ma labouras war meur a stern-aoter, en iliz Sant Tomaz, hini Sant Stefan pe c'hoazh Iliz Itron Varia Týn.
Notennoù[kemmañ]
- ↑ Het Gulden Cabinet, p 114
- ↑ 2,0 2,1 Carolus Creten in De groote schouburgh der Nederlantsche konstschilders en schilderessen (1718) gant Arnold Houbraken, en Digital library for Dutch literature
- ↑ Het Gulden Cabinet, p 251
- ↑ Karel Sotnovsky Skreta e lec'hienn RKD