Kaozeal:Tiriadoù Tramor Breizh-Veur

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Koulz Geriadur Roparz Hemon/Ronan Huon ha hini an Here a ra gant BreizhveurIad ha BreizhveurIat, ha neket "Breizhveurat".--Trec'hlid mitonet 19 Du 2010 da 19:53 (UTC)[respont]

Perak treiñ British Overseas Territories gant Tiriadoù Breizhveurat Tramor ; British Antartic Territory gant Tiriad Antarktikel Breizh-Veur ; ha British Indian Ocean Territory gant Tiriad Breizhveuriat Meurvor Indez ? Poellek e vefe klask unvaniñ an traoù, ne gav ket deoc'h ? --Llydawr 1 Her 2011 da 15:39 (UTC)[respont]

Poellek e vefe, sur a-walc'h. Met trawalc'h eo gwelet digoradurioù ar pennadoù gant “British” evit gwelet ez eus kalzik a zoareoù d'o zreiñ. Ar poent kentañ da c'houzout eo peseurt stumm dilenn: Breizhveurat evel ma vez graet gant an hini en deus degaset o zitloù d'un toullad brav eus ar pennadoù-se, pe Breizhveuriat evel ma vez kavet e-barzh Vallée, RH, An Here?...--Trec'hlid mitonet 1 Her 2011 da 16:35 (UTC)[respont]
Kavout a rafen skañvoc'h ober gant Breizh-veur ivez. "Breizhveuriat" an hini eo an anv-gwan a gaver er geriadurioù mod all.--Kadwalan 3 Her 2011 da 00:48 (UTC)[respont]
Skañvoc'h eo, ya, ha tostoc'h ivez da voazioù ar brezhoneg a gav gwelloc'h a-galz ober gant anvioù-kadarn eget gant anvioù-gwan e seurt degouezh ("skipailh Roazhon" kentoc'h eget "ar skipailh roazhonat"). Gwelet ivez titloù evel Impalaeriezh Breizh-Veur (evit the British Empire).--Trec'hlid mitonet 3 Her 2011 da 06:11 (UTC)[respont]
Tiriad tramor Breizh-Veur a ginnigez neuze? A-du emaon--Kadwalan 4 Her 2011 da 20:49 (UTC)[respont]