Kaozeal:Ray Bradbury

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Unan eus skrivagnerien vrudetañ an XXvet kanted eo, ha brudet eo dreist-holl a-drugarez da Fahrenheit 451 ha The Martian Chronicles. A gav dit? Brudet e-touez lennerien gozh ar skiant-faltazi, tra ken. Bianchi-Bihan 22 Gen 2009 da 17:07 (UTC)[respont]

N'on ket ken kozh-se!--Ex-Smith 22 Gen 2009 da 17:24 (UTC)[respont]
A soñj dit? N'eus ket bet ur gontadenn bennak gant RB embannet e brezhoneg e-barzh Al Liamm? Bianchi-Bihan 22 Gen 2009 da 17:29 (UTC)[respont]
Marteze ez eus bet un dra bennak e-barzh AL, n'ouzon ket. Emaon o vont da stagañ gant Lewis Carroll. Ur mennozh evi treiñ "mot-valise" (galleg), hag a zo "portmanteau" e saozneg, alamaneg, neerlandeg ha kastilhaneg.--Ex-Smith 22 Gen 2009 da 17:38 (UTC)[respont]
Merket e vo e lec'hienn AL. Hag ul levr gant LC e brezhoneg? Bianchi-Bihan 22 Gen 2009 da 17:44 (UTC)[respont]
N'em eus kavet tra ebet a denn da Ray Bradbury war lec'hienn AL. Marteze e-barzh Al Lanv? Troioù-kaer Alis e bro ar marzhoù a zo bet e brezhoneg (An Here?).--Ex-Smith 22 Gen 2009 da 17:49 (UTC)[respont]
Peogwir eo skrivet fall gant AL: Bradburry!