Kaozeal:Radio Naoned

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

@KelennerMontroulez: demat dit ha gourc’hemennoù evit bezañ aozet ar pennad-mañ. Ha gallout a rafes resisaat an daveoù? Pennad Le Télégramme pe Dielfilm France 3: gwelloc’h e vefe kaout o zitl, aozer, deiziad mard eo posupl. Brezhoweb: eus peseurt pajenn(où) e teu an titouroù implijet ganit? Huñvreüs (kaozeal) 13 Her 2022 da 08:32 (UTC)[respont]

Demat, aozet eo bet ar pennad gant liseidi divyezhek goude ul labour war ar radioioù en brezhoneg. Skrivet 'meump ar pennad asambles er gentel ar beure-mañ . Klasket 'm eus resisaat an daveoù met n'on ket kustum gant Wikipedia c'hoazh. Penaos lakaat sifroù an destenn a gaso d'an daveoù en traoñ ? Lavar din ma welez traoù all da cheñch/gwellaat. Trugarez evit ar sikour ! KelennerMontroulez (kaozeal) 13 Her 2022 da 13:46 (UTC)[respont]
Kavout a ran kalz aesoc’h liammañ ouzh an daveoù gant an aozer kod mammenn (klik war « Kemmañ ar vammenn »), gant balizennoù <ref>. Da skouer:
Hiziv em eus debret un aval<ref>''Ma buhez'', Me, pajenn 42</ref>.
E traoñ ar bajenn e lakaer ar patrom {{Daveoù}}, ha setu 🪄. Gallout a reer hen ober gant ar gwelaozer ivez met kalz re luziet eo, d’am soñj.
Evit furmadiñ an daveoù e c’haller ober gant patromoù evel {{Cite web}} pe {{Cite book}}. Kavout a ri skouerioù eus an implij eus daveoù er pennad Ultra Vomit, troet ganin n’eus ket pell zo, moarvat e plijo d’al liseidi. Huñvreüs (kaozeal) 13 Her 2022 da 17:31 (UTC)[respont]