Kaozeal:Prizioù Rannvroel Dazont ar Brezhoneg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

D'am soñj e vank ar perag hag ar penaoz.
Lakaomp perak e vez roet ar priz d'an dud, penaos e vez dibabet an dud, ha penaos e c'haller kaout ar priz div wech. Bianchi-Bihan 5 Kzu 2009 da 17:56 (UTC)[respont]

Mankout a ra ivez petra eo ar priz (ma n'eo ket ur sekred-stad): ur banne gwin gall pe ur chekenn digant ar c'huzul rannvro? Da neuze, pegement? Bianchi-Bihan 17 Mez 2010 da 08:15 (UTC)[respont]
Gellet 'vo kavout an titouroù ac'h eus meneget, furchal un tamm a vo ret hag e vo mat moarvat. Forzh piv hag a glask a gavo. --Y-M D (kaozeal) 18 Mez 2010 da 21:05 (UTC)[respont]
Ken teñval atav ar penaoz evel ar perag. Bianchi-Bihan 12 Kzu 2010 da 17:33 (UTC)[respont]
Atav ken teñval an traoù e 2011: pegement eo ar priz, lakaomp? Gwelout a ran unan bennak en deus bet ar priz div wech en un doare pesrsonel hag unan en anv ur gevredigezh. Lobbyerezh pe nepotegezh? An daou marteze. Ouzhpenn-se, n'eo ket ret goulenn ar priz, evel al lejion a enor gall, evit kaout? Bianchi-Bihan 20 Mez 2011 da 09:09 (UTC)[respont]
Teñval n'eo ket avat. 1añ : 2000€, eil : 1500€ ha trede : 500€
Roet e vez ar prizioù d'an dud pe d'an aozadurioù hervez ul labour dreist-ordinal bet kaset da-benn e-pad ar bloaz. Moarvat e komzez deus Katell Chantreau : ur wech eo bet e roll an dud rak-dibabet, ur wech all he deus bet ar priz en he anv, ha da glozañ eo bet ar priz gant ur gevredigezh e lec'h ma gemer perzh. Ha memestra evit ar re all (Mikael Bodlore-Penlaez, Arno Elegoed). Petra 'ri. Ma vez kaset labour fonnus gant lod 'zo e c'hellont kaout meur a briz moarvat...
Goulennoù all vefe ? A galon --Y-M D (kaozeal) 23 Mez 2011 da 19:31 (UTC)[respont]

Goulenn ebet, ne garfen ket gortoz ar respont bloaz hanter all. "Labour dreistordinal"? A! Setu danvez holloueziadurel-se a vefe kalz gwelloc'h e-barzh ar pennad eget e-kichen. Bianchi-Bihan 23 Mez 2011 da 19:36 (UTC)[respont]

Ma n'out ket laouen ne poa ken nemet klask war-lec'h ar respontoù da unan, en ur pellgomz d'an Ofis da skouer (na diaes eo).
Pa lavaran dreist-ordinal e talvez ur raktres, un oberenn ha me oar hag a zo dedennus, talvoudus evit "Dazont ar brezhoneg". A galon --Y-M D (kaozeal) 23 Mez 2011 da 20:12 (UTC)[respont]

N'eo ket ganin eo bet savet ar pennad, ne ran forzh ebet gant ar prizioù dre vras, ar re-se pe ar re all, met evel kenlabourer ha lenner, pa welan e vank traoù en ur pennad e ran evel re all, e laran ma ali. Ha pa lennan e welan petra a vank e-barzh, penaos e vez dibabet an dud a resev ar prizioù lakomp, ha pa welan danvez holloueziadurel e-kichen ar pennad, e sonjan n'emañ ket an danvez-seen e lec'h, hzag e lavaran ivez. Ha ma ne blij ket ma ali eo ar memes tra. Bianchi-Bihan 24 Mez 2011 da 00:28 (UTC)[respont]