Kaozeal:Orestes (mab Agamemnon)
Da vezañ kendeuzet gant Orestes (mitologiezh), kalz klokoc'h. Benoni (Kaozeadenn) 11 Gen 2008 da 10:28 (UTC)
- N'on ket a-du gant ar varnadenn-se, ha kement-se a lavaran evel krouer ha labourer war ar pennad, ha war an dachenn abaoe meur a vloaz.
- a) klokoc'h eo ar pennad-mañ, n'eus nemet keñveriañ.
- b) Labouret em eus war ar pennad evel ma oa: n'on ket bet o sevel ur "pennadoub", met prest on d'ober war-dro ar c'hendeuziñ.
- c) anvet e oa bet ar pennad-mañ Orestes (mab Agamemnon) peogwir ez eus un toullad Orestesed all, hag ouzhpenn ur pennad all diwar-benn e c'hoar Elektra anvet Elektra (merc'h Agamemnon), gant krommellennoù a-walc'h a gredan, hag a garfen bezañ lezet d'echuiñ ivez, kuit a vrezelioù evel re warlene.
Hag ar pezh am eus graet er pennadoù-se zo labour holloueziadurel a-hed an neudenn. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 11:05 (UTC)
- N'am eus ket lavaret ne oa ket labour holloueziadurel. N'az peus nemet ober war dro ar c'hendeuziñ. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 11 Gen 2008 da 11:21 (UTC)
- A-du - ne vern gant pe bennad e vez kenteuzet. Kenteuzet e rankont bezañ o-daou an eil gant gile. Kals aesoc'h eo chom hep sevel pennadoù doubl a rakont bezañ kenteuzet mod pe vod dre sellet da gentañ hag-eñ eo bet savet dija ur pennad ma feller sevel marteze gant un titl disheñvel. Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 11:42 (UTC)
- Setu un evezhiadenn da ober d'ar re a sav "pennadoudoub". Ha n'eo ket ret o c'hastizañ re greñv. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 14:17 (UTC)
- M'emañ ar gaou gant unan bennak, eo ganit : [1]. D'an nebeutañ tout e vefe bet ret dit sevel un adkas... Benoni (Kaozeadenn) 11 Gen 2008 da 15:04 (UTC)
- Setu un evezhiadenn da ober d'ar re a sav "pennadoudoub". Ha n'eo ket ret o c'hastizañ re greñv. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 14:17 (UTC)
- A-du - ne vern gant pe bennad e vez kenteuzet. Kenteuzet e rankont bezañ o-daou an eil gant gile. Kals aesoc'h eo chom hep sevel pennadoù doubl a rakont bezañ kenteuzet mod pe vod dre sellet da gentañ hag-eñ eo bet savet dija ur pennad ma feller sevel marteze gant un titl disheñvel. Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 11:42 (UTC)
N'ouzon ket perak e vezan troet a-wechoùigoù da ankouaat eo ganin emañ samm an holl bec'hedoù. Ganit ne vezan ket pell o kaout soñj en-dro. Mil bennozh Doue dit eta eus un evezhiadenn holloueziadurel, talvoudus atav, graet evel-just evit gounit amzer, lakaat levenez er c'halonoù, degas ur banne aer fresk ha plijadurus, ha tañva laezh teneridigezh Mab-Den, evel ma lavare Gwilherm Shakespeare ma n'on ket faziet. Sell! Ez an da glask pelec'h an diaoul en deus skrivet se. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 16:00 (UTC)
- "Yet do I fear thy nature; It is too full o' the milk of human kindness." - (MacBeth, Act I, Scene V). Evel-just! Penn ankouaus ac'hanon. Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 16:06 (UTC)
- "Macbeth" kentoc'h, penn ankouaus ac'hanout . Setu penaos e oa bet skrivet ar frazennig-se gant Shakespeare e-unan e 1623 war a seblant[2]: "Yet doe I feare thy Nature, It is too full o' th' Milke of humane kindnesse" Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 16:20 (UTC)
- Ha ne vo ket serret ma c'hont pemzektez evit ur fazi ken spontus? Bianchi-Bihan 11 Gen 2008 da 16:27 (UTC)
- Nann ne vo ket peogwir n'eo ket bet klasket mont e-bioù da reolenn na da bennaenn ebet ganit evel ar wezhoù all ma oa bet ranket serriñ da gont. Neal (Kaozeal) 11 Gen 2008 da 16:31 (UTC)
- Evel-just! Ar reolenn war ar gerioù alamanek, hag an hini war ar c'hrommelloù! Ankouaet ganin adarre! Bianchi-Bihan 12 Gen 2008 da 07:14 (UTC)