Kaozeal:New Mexico

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

perak eo bet dibabet stumm saoznek anv al lec'h-mañ evit e lakaat da didtl ar pennad-mañ p'emañ kenofisiel ivez ar stumm spagnolek. ha ne vefe ket gwell ober gant ar stumm brezhonekaet boutin Mec'hiko Nevez bet implijet dija war ar wikipedia-mañ e pennadoù all?--Merour (N) 9 Du 2006 da 13:16 (UTC)[respont]

A-benn ar fin n'eus yezh ofisiel ebet gant ar stad-mañ. Adkasoù a zo n'eus forzh penaos adalek "Mec'hiko Nevez". Ma lakaer "nevez" amañ e vo ret-mat lakaat Jerzenez Nevez e-lec'h New Jersey ha Sir Hamp Nevez e-lec'h New Hampshire, me n'in ket gant an hent droch-se. Ne gomprenan ket perak out aet da skarzhañ an distagadur am boa lakaet. Klask a ran lakaat tamm-ha-tamm an distagadurioù kement ha deskiñ un dra bennak d'an dud. Rognogno 9 Du 2006 da 17:42 (UTC)[respont]
mat eo. n'on ket re gant da arguzennoù, n'eo ket abalamour ma vez troet ur ger en un doare boutin ma ranker ober er emmes mood gante holl: brezhonekaet eo bet "Londrez" (diwar ar galleg 'michañs) pe "Bourdel" met n'eo ket bet brezhonekaet "Liverpool", ha.a. Ur goulenn ne oa ken. ofisiel pe get, ez eus div yezh orin implijet eno, keit ar spagnoleg hag ar saozneg. gant dibab ar stumm brezhonekaet e oa un doare da chom hep dibab etre ar saozneg hag ar spagnoleg. ne ra forzh e gwirionez. skarzhet am boe an distagadur rak e gwirionez ne denn ket d'ar brezhoneg, yezh ar wiki-mañ, ha n'eo ket un distagadur amreizh - da lâret eo n'eus netra ispisial gant an doare da distagañ ar ger-mañ e saozneg. met laka anezhañ en-dro ma'c'h eus c'hoant - aze emañ c'hoant e istor ar bajenn. ne vo ket lamet kuit ganin adarre, m'hen tou. Trugarez evit da respont seder ha seven. --Merour (N) 9 Du 2006 da 17:58 (UTC)[respont]