Kaozeal:Maen-hir

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Plijout a rafe din gouzout an daveennoù eus al liester "*maen-hirioù" degaset div wech gant "Breith-Isel". Ne c'hell ket bezañ eus ar stumm-se e brezhoneg, nemet marteze ul liester eus un adamprest diwar ar galleg "menhir" ! Da lavaret eo "menhirioù" neuze. 30 Her 2005 da 10:10 (UTC)

Ba Bro Gerne e vez lâret traou vel-se. Skwerioù : "festnosoù" (C'hoareset Goadec, herwez FF), "allocation familiale"-où (sic ! - ma zud), "ba lec'h all-où" (ewit "ba lec'hioù all")... Mose ema an traou : Brethoneg ar bobl n'eo ket bet studïet tout c'hoath.
Outhpenn-se, da ma skouarn-me, "mein-hir" a son droch. Ne vefe ket lâret. (anfin, n'on ked sur-sur iwe.)
PS : Hag "un *daveenn" (petra sinifi?) ; ba psort dialect peus klewed ar ger-se ?!! -- Breith-Isel 30 Her 2005 da 18:35 (UTC)[respont]


Mar komprenan mat, e lakaez da "droch" traoù a vez klevet bemdez-c'houloù, ha da wir un dra ha n'eo ket bet klevet gwech ebet? Kement ger gant maen+doareer, evel maen-bonn, maen-glas..., eo "mein" al liester : mein-bonn, mein-glas... ha n'eus den a gement a gavfe kement-se "droch" pa lavaront evel-se abaoe kantvedoù... Skarzhañ a ran eta "*maen-hirioù" da c'houzout hiroc'h. 30 Her 2005 da 21:15 (UTC)

Skarzhit eta neuse, skarzhour an ti... Breith-Isel

Perak e vefe cheñchet reolennoù kozh ha degemeret ar brezhoneg skrivet diwar klevet un den pe un all? N'eo ket serius. Savet e vez ar Wikipedia evit an holl ha nompas evit kinnig traou ne vezont ket lennet ingal e geriadur pe gelaouenn ebet. Ch. Rogel 5 Du 2005 da 10:59 (UTC)[respont]

Da gendeuziñ gant Peulvan. Benoni (Kaozeadenn) 5 Mez 2007 da 21:47 (UTC)[respont]