Kaozeal:Leiothlypis

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Kinnigoù Divi gKervella, [HYZH.291], Gwengolo 2017, pajenn 20[kemmañ ar vammenn]

Leiothlypis peregrina, Paruline obscure, Tennesse Warbler
Bedig Tennessee (b., ls. Bedig Tennessee)
Evn eus Amerika an norzh, dargouezhel en Europa ar c'hornaoueg.
N'ouzon ket ar perag eus an dibab « obscure » e galleg. N'eo ket teñvaloc'h eget ar reoù all, displannoc'h pe dilivoc'h hepken. Ne vev ket e Tennessee, met anvet eo evel-se abalamour ma vo studiet da gentañ un hinienn tapet er c'horn-bro-se da vare an treuztiriañ.
Leiothlypis celata, Paruline verdâtre, Orange-crowned Warbler
Bedig kabell melenruz (b., ls. Bediged kabell melenruz)
Evel e Alm., It., Sp., Sv., Sz., Savet diouzh skouer an evned all gant “couronne” en o anv (Brean kabell gwenn, Dreolan kabell melen...).
Leiothlypis ruficapilla, Paruline à joues grises, Nashville Warbler
Bedig Nashville (b., ls. Bediged Nashville)
Diaes a-walc'h eo diazezañ un anv war an neuz diavaez, pa denn kement d'ar gwel da L. virginiae, L. luciae ha L. crissalis a c'hallfe bezañ Bedig Virginia, Bedig Lucy ha Bedig Colima.

--2A01:CB08:8BB7:F100:752D:AD03:8D11:C158 25 Mez 2022 da 11:09 (UTC)[respont]