Kaozeal:Jaber Al-Ahmad Al-Jaber Al-Sabah

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

ne gomprenan ket perak eo bet treuzskrivet e anv kentañ Jaber, kentoc'h evit Sabah.

صباح الأحمد الجابر الصباح

evel er wiki saozneg [1] e vez skrivet "Sabah Al-Ahmad Al-Jaber Al-Sabah"

E gemmañ am eus graet.

Neal 29 Gen 2006 da 20:19 (UTC)[respont]

gloups, n'oûn ket hag-eñ em eus graet ur goniri c'hoazh.. reizhet 'vo! Neal 29 Gen 2006 da 20:22 (UTC)[respont]

Penaos treuzlizherennañ an i berr arabek ?[kemmañ ar vammenn]

  • N'eus e ebet en arabeg skrivet pa ne skriver ket ar vogalennoù berr. Yezhoù zo a dreuzskriv gant i, re all gant e. Ret eo en em glevet evit ar poent-mañ. Jaber pe Jabir ? --Fulup 30 Gen 2006 da 11:04 (UTC)[respont]
    • ma doue, arru e oan skuizh dec'h da noz ha skrivet n'eus forzh petra ganin! ret e vefe dimp divizout penaos ober - ha n'eo ket nemet evit anarabeg met dre vras - pe treuzlizherenniñ pe treuzskrivañ, da skwer e gresianeg ρεμπέτικα > rempétika (treuzlizherennadur) pe rebétika. evit ar gresianeg e kinnigan treuzskrivañ hervez an distgadur dre ma c'hell an dud kompren aezet a-awalc'h penaos e klot gant ar reizhskrivadur orin. gant an arabeg avat ec'h eo un afer all rak n'eo ket ken aezet d'an dud mont da genveriañ ar skritur orin gant an distagadur ha klask kompren al liamm etre al lzherenneg orin, an treuzkrivañ hag an treuzhlizherenniñ. n'on ket gwall awenet hiziv ha ne deu ket flour ganin ma displegadennoù (nag ar bizskrivañ)... ma digarezit --Neal 30 Gen 2006 da 11:23 (UTC)[respont]