Kaozeal:Ijinour-ar-son

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ne dalvez ket mastering kement ha « *mestroniañ sonerezh ».
Master a reer e saozneg eus enrolladenn gentañ ha diazez forzh pe son : sonerezh, komzoù ha trouzioù er skingomz, er c'hoariva, er sinema, diwar al leurennoù hag all. Dav eo da ijinourien hag ijinourezed ar son mestroniañ skiant ar sonioù hag an enrollañ evit engravañ ar master, ar mestr-enrolladenn, a vo eilet evit ar skignañ.
Pa vez niverelaet un enrolladenn e labourer diwar ar master kemblac'hel evit krouiñ ur master niverel a vefe ar fealañ d'an enrolladenn orin, hep an trouzioù a zeu eus an deknologiezh orin – ar master gwirion e chom an enrolladenn orin eta, zoken pa vez eilet an eil master, an hini niverel. Mard a ar master orin da get e tro an hini niverel da vaster gwirion d'e dro.
Ur Breizhad e voe unan eus ijinerion ar son vrudetañ er bed, Yann Paranthoën e anv (1935-2005). — 90.32.160.142 29 Du 2015 da 20:02 (UTC)[respont]