Kaozeal:Gagaouzeg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Evidon e vefe gwelloc'h ober gant Gagaouzeg. Cf fr  : Gagaouze, de : Gagausisch Sprache ; pl : Jezik gagauski. Ch. Rogel 26 Gwe 2005 à 18:17 (UTC)

evidon-me eo un afer silabennoù ha taol-mouezh - liammet kenetreze an daou afer-se evel-just. da lâret eo, e tlefe kouezhañ an taol-mouezh war ar silabenn aw (gag'awzek) hag abalamour da se em eus lakaet 'ao' e brezhoneg (=ur silabenn distaget 'aw' pe 'o', ds. taol), gant lakaat aou e vefe div silabenn(a-u), da lâret eo ur silabenn re ha ret e vefe distagañ gaga'uzek. ouzhpenn-se e kavan eo tostoc'h an distagadur 'ao' (aw/o) e brezhoneg evit 'aou' evel e galleg. e ruses e vez distaget evel un diftongenn unsilabennek evel e saozneg ('aw' skrivet 'ao' e brezhoneg) kentoc'h evit div silabenn ('a-u', skrivet <aou> e brezhoneg) Neal 27 Gwe 2005 à 10:16 (UTC)

  • gant lakaat aou e vefe un diftongenn e brezhoneg, evel e gaou, maout hag all. Gant ao ez eus ur riskl e vefe distaget, gant brezhonegerien zo, evel ur vogalenn eeun o (gagozeg).--Llydawr 14 Meu 2006 da 21:18 (UTC)[respont]
    • Me a soñj ouzhpenn n'eus ket da glask brezhonekaat kousto pe gousto an termenoù estren. Mat eo degemer stummoù zo ("reizh" pe "reizhoc'h") evel m'int bet degemeret gant an darn vrasañ eus ar yezhoù europek a-wechoù. En degouezh-mañ e vefen evit mirout ur stumm diwar "gaou-" ivez, kuit da grouiñ ur stumm nevez dizimplij ha dianav d'an dud. --Fulup 14 Meu 2006 da 21:30 (UTC)[respont]

Salud dit ! Graet 'peus gant ar stumm Gagaozeg. Pa welan ar stumm orin pe ar stummoù zo e turkeg, rusianeg, alamaneg, e kav din e vefe gwelloc'h lakaat gagaouzeg. Ha just a-walc'h ez eo ar stumm-se a lenner war kartenn ar yezhoù zo bet embannet gant TES hag Ofis ar Brezhoneg.--Llydawr 13 Meu 2006 da 22:12 (UTC)[respont]

graet am eus hervez reolennoù reizhskrivañ boutin ar brezhoneg ma vez implijet peurliseañ ar skritur ao evit ar pezh a vez skrivet au en alamaneg da skwer, pe c'hoazh e evel e saozneg causus vs. kaokaz. betek-hen n'esu ket bet savet gant hini ebet taolenn ebet evit treuzskrivañ al lizherenneg kirillek e brezhoneg evit ar wikipedia. ret e vije en ober evel hon eus klasket ober evit an arabeg. d'am soñj ec'h eo ar pep reishañ ober gant alamaneg au = brezhoneg ao. --Neal 14 Meu 2006 da 10:33 (UTC)[respont]
Graet graet e vo daoust ha ma n'on ket a-du penn-da-benn e gwirionez, graet e vo gant "aou". ha n'eo ket ar stumm-se "nevez dizimplij ha dianav d'an dud"? pet a wech ha gant piv eo bet implijet ar stumm "gagaouzeg" e brezhoneg?--Neal 15 Meu 2006 da 07:47 (UTC)[respont]