Kaozeal:Dereadegezh politikel
faos eo ar skouerioù bet roet e diwezh ar pennad-mañ. ret e vefe prederiañ hiroc'h diwar-benn ar penand-mañ d'am soñj. gallout a ran sikour rak reiñ a ran kentelioù doktorelezh diwar-benn an tem-mañ, met ret e vefe adsevel ar penand hogozig penn-da-benn--Neal 12 Du 2006 da 08:00 (UTC)
Bet skrivet ganit e lec'h all [1]
- "N'on ket a-enep pinvidikaat ur pennad gant ur skeudenn nevez. Met a-enep on d'ar spered tennañ skeudennoù dibabet gant tud all, amañ evel e pennadoù all c'hoazh, skeudennoù kavet e pennadoù all ar wikipediaoù all, war zigarez lakaat da ren un dereadegezh politikel (diouzh ar c'hiz e meteier zo) ha n'emañ he lec'h en un holloueziadur neptu. Bianchi-Bihan 11 Du 2006 da 21:44 (UTC)"
- Diskwel mat a ra ar frazennoù bet laket e druz ar fed ma vez treuzkomprenet ganit ar pezh a dalv an "dereadegezh politikel" ez-istorel hag ez politikel. Ar c'hontrol-mik an hini eo: klasket e vez implijout ar yezh evit ma vefe an traoù neptu. Mat e vefe d'an dud klask titour a-raok mont da sevel pennadoù diwar-benn temoù dianav dezhe kentoc'h evit lakaat o mennozhioù kentoc'h evit ar gwirvoud. Setu, evit an neb a fell dezhañ/i goût hiroc'h e gwirionez diwar-benn an tem-mañ, luziet a-walc'h evel-just, un nebeut kinnigoù lennadur:
- CAMERON, Deborah (ed.) (1990) The Feminist Critique of Language, Londrez ha New York: Routledge
- PAUWELS, Anne (1998) Women Changing Language: London and New York:
Longman. Capítulo 2: ‘Sexism in Language: an International Phenomenon (pp. 16-80); Pennad 3: ‘Should Sexist Language be Changed?’ (pp. 81-93); Capítulo 4: ‘How Should Sexist Language be Changed?’ (pp. 94-138)
- ROMAINE, Suzanne (1999) Communicating Gender, Lawrence Erlbaum Associates: New Jersey.
- THOMAS, Linda & WAREING, Shân (eds.) (1999) Language, Society and Power. An introduction, Routledge: Londrez ha New York
- YAGUELLO, Marina (1987) Les mots et les femmes, Prismes: Pariz
- Spi 'm eus e talvezo deoc'h.
--Neal 12 Du 2006 da 08:36 (UTC)
Gwelout a ran e anavezez mat an dachenn: e keit ma vi o sevel ar pennad e roi peoc'h d'ar re all da labourat e lec'h all?Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 08:48 (UTC)