Kaozeadenn Wikipedia:Kumuniezh/Votadegoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Dilennadeg ar verourien[kemmañ ar vammenn]

Tennet em eus ar vot a oa bet lakaet diouzhtu gant un implijer. N'eo ket digor ar vot c'hoazh. Da gentañ e rank an dud en em lakaat war ar renk er sizhun-mañ. D'an 29 Genver e vo klozet roll an dud a ya war ar renk ha votet e vo adal an 30 Genver war roll an dud en em ginnig. Netra a-enep d'an den zo bet re brim da votiñ eta--Fulup 23 Gen 2006 da 18:58 (UTC)[respont]

29 a viz C'hwevrer 2006 ? 30 a viz C 'hweverer ? Pegoulz 'mañ ? Bloavezh an erc'h du ? Iskomandant Marc'heg 23 Gen 2006 da 19:20 (UTC)[respont]

    • Tost met ket ar wech-mañ c'hoazh daoust m'eo yen-sklas hiziv. Ma, 30 GENVER evel-just.


  • N'em eus ket gwelet pegoulz e vo termen karg ar re vo dibabet. MP 23 Gen 2006 da 21:43 (UTC)[respont]
    • Ne vez ket dilennet ar verourien evit ur prantad bennak rak n'eo ket ar garg merour ur garg bevennet en amzer. Ar verourien zo tud a-youl-vat c'hoant ganto sikour war ar mont en-dro. N'eus termen ebet evit se evel n'eo ket bevennet kennebeut an niver a verourien war ur wiki. Evit chom merour avat e ranker bezañ oberiant war ur wiki. Gwiriet e vez bep 6 miz pe bep bloaz gant Pennnoù-bras ar wiki piv zo oberiant pe get (hervez ar perzh kemeret : niver a bennadoù krouet, niver a zegasadennoù bet graet hag all). Fin se eo am eus kredet kompren met n'on ket ur mailh c'hoazh war holl droidelloù ha reolennoù Wikipedia. Klask a ran deskiñ en ur dreiñ pajennoù skoazell just a-walc'h. Evit gouzout hiroc'h war roll ar verourien sellit ouzh Wikipedia:Merourien --Fulup 25 Gen 2006 da 16:10 (UTC)[respont]