Kaozeadenn Wikipedia:Goulenn adenvel

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Mod envel ur pennad[kemmañ ar vammenn]

Demat deoc'h.

Goude ar prantad kaozeal evit ar bajenn "Gwrac'h", em befe c'hoant sav ur c'houlenn war benaos titlañ pennadoù heñvelstumm.

Techet e vefen ober evel er wiki saoznek, da lâret eo envel ar pennad o taollennañ ster pennañ ar gêr. Kinnigiñ ur bajenn disheñvalout o ouzhpennañ "(disheñvalout)" goude ar gêr heñvelstumm. Hag evit an holl sterioù all e c'hallfemp ouzhpennañ un dra etre krommelloù evit resisaat ster ar pennad.


Da skouer (er wiki saoznek):Pennad pennañ:

- Earth


Ar bajenn disheñvalout:

- Earth (disambiguation)


Ar bajennoù all

- Earth (classical element)

- Earth (The Book)

- hag all....


Neuze, aze emañ ar c'houlenn: petra eo ho soñj diwar an doare-mañ d'ober? Undenbennak (kaozeal) 14 Eost 2022 da 14:40 (UTC)

Evel-se e tlefe bezañ graet, hervezon. N’eo ket aes bepred gouzout pehini eus ar sterioù zo an hini « pennañ », aze emañ an dalc’h. Pa vez meur a hini eo gwelloc’h lakaat ar pennad pennañ d’ur bajenn disheñvelout.
Er patrom Patrom:Disheñvelout e reer gant ar skritur-mañ (ha n’eo ket dishañvalout), neuze e kavan gwelloc’h derc’hel anezhi. Huñvreüs (kaozeal) 14 Eost 2022 da 16:30 (UTC)
Me' lârfen eo ar ger "pennañ" an hini a zo koshañ ha poblekañ e ster (hender x brud = pennañ). N'eo ket sklaer an dibab atav siwazh. Undenbennak (kaozeal) 14 Eost 2022 da 21:51 (UTC)
me 'larfe ... (rener + trede gour unan ) Bianchi-Bihanig (kaozeal) 26 Her 2022 da 18:31 (UTC)[respont]