Kaozeadenn Rummad:Denoniezh

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
  • Ne gavan ket eo gwall ledet implij an termen "denoniezh" e-touez an dud en-dro din. N'em eus ket soñj eus ar wech diwezhañ am eus bet tro da glevet unan bennak o tistagañ ar ger-se. Techet a-walc'h e vefen da ginnig ober gant "antropologiezh". Antropologiezh am boa lakaet war ar bajenn degemer c'hoazh ha n'eus bet evezhiadenn ebet a-enep d'an termen-se abaoe. E gwirionez ne gavan ket splann tamm ebet kaout un termen "denoniezh" (antropologiezh) e-kichen "tudoniezh" (etnologiezh). Techet e vezer da gemmeskañ an daou dalc'hmat. --Fulup 21 Meu 2006 da 21:17 (UTC)[respont]