Kantrev

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Kantrev (e brezhoneg), pe Cantref e kembraeg, a vez lavaret eus rann ur gontelezh e Kembre er Grennamzer. E Bro-Saoz e veze anv eus un hundred. Daou gombod pe muioc'h a oa en ur c'hantrev.
Rannet eo Cantref Aberffraw e Môn etre daou gombod, Llifon ha Malltraeth, met kantrevoù bras a veze enne 6 pe muioc'h, evel Cantref Gwarthaf e Dyfed, eizh kombod ennañ: Efelffre, Peuliniog, Talacharn, Amgoed, Ystlwyf, Penrhyn, Derllys hag Elfed.

Gerdarzh[kemmañ]

Splann eo ar gerdarzh, kant trev zo en ur c'hantrev, da lavarout eo kant parrez ha kant iliz-parrez.

Pennadoù kar[kemmañ]