Kantik Sant Loup

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

(Gwengamp)

Aotrou Sant Loup, ni holl ho ped,
Hon paeron dimp feal bepred ;
Ha ni deoc'h feal ivez dalc'hmat,
C'hwi 'zo evidomp ur gwir dad.

En anv an Drinded Santel:
Tad ha Mab ha Spered Santel,
Breizhiz Kristen e don ho kalon
Klevit mouezh Sant Loup ho paeron.

Gwirioù e vro a zifennas,
Enep d'ar gwasker e savas,
Harpet gantañ an dud izelañ:
Pobl Vreizh, grit enor bras dezhañ!

Sant Loup ken karus er bed-mañ
C'hwi zo en eürusted bremañ,
Skuilhit bennozh ha grasoù Doue
Warnomp ni holl ho pugale.