KT Tunstall

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
KT Tunstall, Seattle, miz Du 2010.

KT Tunstall (Kate Victoria Tunstall ez-ofisiel) zo ur ganourez hag ur sonourez gitar bet ganet d'an 23 a viz Mezheven 1975 e Dinedin (Bro-Skos). E Cill Rìmhinn he deus tremenet he bugaleaj, e-lec'h ma oa hec'h adtud o chom. Krog eo gant ar piano hag ar fleüt a-raok deskiñ seniñ gitar.
E 2004 e voe embannet he fladenn gentañ, Eye to the Telescope. Berzh-bras a reas honnezh gant he zonioù folk: muioc'h eget 4 milion a skouerennoù anezhi a vefe bet gwerzhet er bed-holl. Meur a single a voe tennet anezhi, en o zouez ar ganaouenn mil-anavezet Black Horse and the Cherry Tree. Abaoe ez eus bet embannet teir fladenn ganti: Drastic Fantastic, ur bladenn rock anezhi; Tiger Suit, tonioù damelektro enni; Invisible Empire // Crescent Moon, gant gwerzioù country-folk.

Pladennoù[kemmañ]

Pladennoù all[kemmañ]

Liamm[kemmañ]