Kékes

Eus Wikipedia
Kékes

Kékes (distaget [ˈkeːkɛʃ] en hungareg eo anv menez uhelañ Hungaria, dezhañ 1014 m uhelder. Emañ er biz da gêr Gyöngyös, en aradennad-venezioù Mátra.

Bez' ez eo an trede lec'h eus Hungaria a sach ar muiañ a douristed, goude Lenn Balaton hag an Danav. Letioù e-leizh zo ha roudennoù ski. E krec'h ar menez ez eus ur peul skinwel.

Dont a ra an anv Kékes eus ar ger hungarek kék a dalvez kement ha "glas", abalamour da liv damc'hlas ar menez-se.