Jenny Rakotomamonjy

Eus Wikipedia

Jenny Rakotomamonjy zo un dreserez bannoù-treset a-orin eus Madagaskar. Jenny eo hec'h anv arzourez.

Buhezskrid[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jenny Rakotomamonjy a oa ganet d'ar 27 a viz C'hwevrer 1979 e Antananarivo e Madagaskar. Da 3 bloaz e oa aet kuit diouzh hec'h enezenn gant he familh evit mont da vevañ e banlev Pariz. Goude bezañ tapet he bachelouriezh lennegel he doa heuliet kentelioù arzoù-kaer e kreizenn Saint Charles (e XVvet arondisamant Pariz). Kenstaget he doa da skol ar Gobelins evit heuliañ ur stummadur daou vloaz diwar-benn ar sinema bevaat. Tapet ganti he diplom, he doa kensevenet Jenny Rakotomamonjy he film-berr bevaat kentañ gant Antoine Antin Ar valafenn. Ar film-berr-mañ en doa bet priz Canal J juri ar yaouankidi e festival Annecy e 2002. Nebeud amzer goude e oa bet tutaet gant ar studio Marathon Animation evit ober dezagn tudennoù war an heuliad Martin Mystère, ha tresistorioù Totally Spies.

E Gwengolo 2004 he doa bet ur stand evit ar wech kentañ e gouel ar BT e Delcourt Bercy Village e lec'h he doa graet anaoudegezh gant Thierry Joor, rener lennegel embannadurioù Delcourt.

Diskouezet he doa he raktres dezhañ, Pink Diary, un oberenn he doa hunvreet enni abaoe 10 vloaz, hag he doa sinet buan-tre he rummad kentañ. E Genver 2005 he doa savet Jenny Rakotomamonjy Pink Diary a-benn ar fin, he bann-dreset kentañ, doare ur manga dezhi. Dre m'eo levezonet Jenny Rakotomamonjy gant sevenadur Azia e eztaol he sonjoù en ur mod naturel e-barzh ar stil manga.

Jenny zo unan eus diazezerien kambr Chibimag. Sevel a ra fanzinoù gant bannoù-treset, asambles gant treserien all.

Levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hec'h aozerien muiañ-karet eo:

- Tsukasa Hôjo ( City Hunter, Angel Heart )

- Kosuke Fujishima ( Ah ! My Goddess )

- Aï Yazawa ( Nana, Gokinjo, une vie de quartier, Paradise Kiss )

- Studio Clamp ( Tokyo Babylon, X, Chobits )

- Miwa Ueda ( Peach Girl )

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

www.chibimag.com

www.jennychu.chibimag.com/