Jean Robic

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Livadur en enor da Jean Robic e Mur.

Jean Robic, ganet d’an 10 a viz Mezheven 1921 e Vouziers, e Bro-C'hall, en Ardennes, ha marvet d’ar 6 a viz Here 1980 en ur gwallzardoud karr-tan e Claye-Souilly, a oa ur marc’hhouarner breizhat. Lesanvet e voe “Biquet”, “Tête-de-cuir” dre ma wareze e benn gant un tokarn lêr, “Trompe-la-mort” ivez... Pa oa yaouank en doa bevet e Radeneg e-lec'h ma talc'he e dad ur stal marc'hoù-houarn. E anv zo bet roet d'ar straed ma oa an ti a oa o chom ennañ d’ar mare-se. Ur paotr tagnous e oa met karet e voe gant ar Vretoned koulz ha gant ar C'hallaoued war-lerc'h an Eil brezel-bed. Adalek 1945 ha 1954 e voe marc'hhouarner a-vicher. 38 vloaz e oa p'en doa redet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn evit ar wech diwezhañ.

E 1947 en doa gounezet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn hep bezañ gwisket ar roched velen e-kerzh ar redadeg. Pa oa o sortial eus Rouen, evit gwir, setu eñ, skoazellet gant Edward Fachleitner ha Lucien Teisseire, o pignat trumm gant ur grapenn, o lezel pell-pell war e lerc’h Pierre Brambilla, ar roched melen. Hag eñ da wiskañ ar roched melen e dibenn an tennad, ha Fachleitner en eil plas eus an Dro Frañs-se. Robic a soñje dezhañ e oa aet ar maout gantañ dre hantouriezh santez Anna, patromez ar Vretoned. Setu perak e profas e roched melen da vazilikenn Santez-Anna-Wened. Gallout a reer gwelet ar roched melen-se a oa bet gounezet gantañ hiziv er vazilikenn hiziv an deiz c’hoazh.


Skipailhoù[kemmañ]

  • 1943: Génial Lucifer (Frañs)
  • 1944: Génial Lucifer (Bro dianav)
  • 1945: Genial Lucifer (Frañs)
  • 1946: Génial Lucifer - Hutchinson (Frañs)
  • 1947: Génial Lucifer - Hutchinson (Frañs)
  • 1948: Génial Lucifer - Hutchinson (Frañs)
  • 1949: Génial Lucifer - Hutchinson (Frañs)
  • 1950: Thomann - Riva sport (Bro dianav)
  • 1951: Automoto - Dunlop (Frañs)
  • 1952: Colomb - Dunlop (Frañs)
  • 1953: Terrot - Hutchinson (Frañs)
  • 1954: Terrot - Hutchinson (Frañs)
  • 1955: Gitane - Hutchinson (Frañs)
  • 1956: Essor - Leroux (Frañs)
  • 1957: Essor - Leroux (Frañs)
  • 1958: Margnat - Coupry (Frañs)
  • 1959: Margnat - Coupry (Frañs)
  • 1960: Rochet - Margnat (Frañs)
  • 1961: Margnat - Rochet - Dunlop (Frañs)

Pa veze Tro Frañs e rede dre vras evit ar skipailh «Ouest» (a oa Breizh e-barzh).

Roll ar redadegoù gounezet gantañ[kemmañ]

  • Tro Bro-C'hall : 1947 (6 tennad a voe gounezet gantañ ; An eil e voe e Priz Meur ar Menez e 1949; 3de: 1947, 1948)
  • Tro Suis : 1945
  • Roma-Napoli-Roma: 1950 (a-dreñv marc’h-tan ) (3e: 1952)
  • “Omnium de la Route”: 1945
  • Tro Haute-Savoie: 1952
  • “Critérium de la Polymultipliée”: 1952
  • Redadeg war savioù e Mont Faron: 1948, 1949
  • Redadeg war savioù Aranzazu: 1949, 1950
  • Dre Lausanne: 1948
  • Kampion belo-cross ar bed : 1950, dalc’h 1añ
  • Kriteriom belo-cross Etrebroadel : 1947 (Kampion ar bed)
  • Kampion belo-cross Frañs : 1945

Disoc’hoù Tro Frañs[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]