Janed-Frañseza Chantal

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jeanne-Françoise Frémyot en itron.
Jeanne-Françoise Frémyot en leanez.

Santez Janed-Frañseza Chantal[1] pe Jeanne de Chantal, pe Jeanne-Françoise Frémyot, baronez de Rabutin de Chantal), ganet d'an 28 a viz Genver 1572 e Dijon, ha marvet d'an 13 a viz Kerzu 1641 e Moulins, a oa un itron c'hall a Vourgogn. War-lerc'h marv he gwaz ez eas da seurez hag e savas un urzh leanezed gant sant Frañsez a Sal. Ur santez katolik eo abaoe 1767.

Buhez[kemmañ]

Goude eizh bloavezh priedelezh e oa intañvezet. En em ouestlañ a reas da gentañ da zesaverezh he fevar bugel. Neuze, dindan renadur sant Frañsez a Sal a ambrougas anezhi er «Vuhez Deol», e tiazezas urzh leanezed ar Vizitasion e Kêr-Annecy.

Ar santez[kemmañ]

Lakaet eo bet war roll ar sentezed d'ar 16 a viz Gouhere 1767 gant ar pab Klemañs XIII. Abaoe 2003 e vez lidet he gouel d'an 12 a viz Eost.

An anv-badez gallek Chantal, roet d'ar merc'hed dreist-holl met da baotred a-wechoù ivez, a zeu eus hec'h anv-tiegezh, pe gentoc'h eus hini he fried.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Cf. Buez ar Zent savet gant an Aotrou Perrot, 1911, p.587.



Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.