Jane Seymour

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jane Seymour, poltredet gant Hans Holbein ar Yaouankañ

Jane Seymour, ganet war-dro 1508, marvet d'ar 24 a viz Here 1537, a oa trede pried ar roue saoz Herri VIII goude marv Anne Boleyn, dibennet e 1536.

Dimezell e oa gant Catherine of Aragon, ha goude gant Anne Boleyn. Ur mab a roas d'ar roue, Edouarzh VI. Mervel a reas prestik goude.

Tri bloaz goude marv Jane ec'h addimezas ar roue da Anna von Jülich-Kleve-Berg, ne badas o friedelezh nemet un nebeud mizioù, rak torret e voe buan.